Emgann Salamis
Emgann Salamis (Henc'hresianeg Ναυμαχία τῆς Σαλαμῖνος Naumachia tēs Salamikos) zo un emgann war vor e miz Gwengolo 480 kent J.-K., etre morlu ar c'heodedoù gresian kevredet, kaset gant Eurybiades ha Temistokles, ha morlu ar Bersed a oa kaset gant Kserses Iañ, er strizh-mor etre an douar-bras hag Enez Salamis, un enezenn er pleg-mor Aigina e-kichen Aten. Merkañ a ra barr eil aloubadeg Henc'hres a oa kroget e 480 kent J.-K..
Daoust m'o doa kalz nebeutoc'h a listri evit ar Bersed e oa gounezet ar gevredidi c'hresian d'ar soñj da en em gannañ adarre ouzh listri ar Bersed gant ar jeneral atenian Temistokles, gant ar spi e virfe un trec'h ouzh ar Bersed a gas o bigi a-hed aodoù Peloponnesos, a-dreñv da linenn difenn diwezhañ ar C'hresianed. Mennet e oa ivez ar roue Kserses da drec'hiñ ar C'hresianed da vat da echuiñ ar brezel. Goude un taol fin a-berzh Temistokles ec'h antreas morlu ar Bersed e strizh-mor Salamis hag e klaskas stankañ an daou zigor. Dre ma oa enk ar strizh-mor e teuas niver bras ar Bersed da vezañ un diaezamant. O bigi o deveze poan o leviata hag a grogas da vezañ dizurzhiet. D'ar mare-se e argadas listri ar C'hresianed renket en a-raok en ul linenn ha mont a reas an trec'h gante. Goueledet pe kemeret e oa d'an nebeutañ 300 lestr persat.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]studian a ran an dra se er skol